Se canta

Se canta (stummoù all : Se chanta, Se canti, Se canto), pe Aquelas montanhas (stummoù all : Aqueras montanhas, Aqueres montanhes, Aquelei montanhas, Aqueli montanhas) pe La font de Nimes (stummoù all : La fònt de Nimes, la hont de Nimes) pe c'hoazh Montanhes Araneses, zo ur ganaouenn okitanek anavezet gant meur a stumm e broioù Okitania. Kontañ a reer e oa bet skrivet gant Gaston Fèbus, kont Fois ha beskont Bearn. Sellet a reer outi bremañ evel kan broadel Okitania. Meur a stumm zo anezhi, hervez ar rannyezhoù hag ar rannvroioù[1].

Ar stumm kanet e Traoñienn Aran, anvet Montanhes araneses, zo kan ofisiel ar vroig-se[2].

Lakaet eo bet en aragoneg ivez, gant an titl Aqueras montanyas, ha kanet eo bet gant meur a ganer eus Aragon, en o zouez ar barzh José Antonio Labordeta hag ar strollad Biella Nuei.

  1. (fr)Zic Trad - Analyses d'oeuvres : "Aquéli mountagno" ou encore "Se canto"
  2. hervez mellad 4 al lezenn 16/1990 eus an 13 a viz Gouere 1990 ; adembannet eo bet kement-se e mellad 7 al lezenn 1/2015 eus ar 5 a viz C'hwevrer 2015

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search